LFE – niverenn | 104 (135) |
LFE – unicode | ʤ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | dZ |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhiet treuzskrivet [d͡ʒ] (kent: [ʤ]) hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 104.
Treuzskrivet e vez ivez a-wezhoù: [dʒ], [ǰ], [ǧ], [ǯ], [dž] ha [cz].
Ur gensonennn kendistaget an hini eo ma vez distaget war un dro ar gensonenn kevig dre serriñ mouezhiet ([d]) hag ar gensonenn drekkevig dre daravat mouezhiet ([ʒ]).
E brezhoneg e vez kavet e rannyezhoù 'zo komzet e Bro-Wened, d.s. Gwened [d͡ʒw:ened] e lec'h [gw:ened].